Kevread C’hoariva : ur veajig e Bro Okitania

Da heul ur galv kaset gant Kevread C’hoariva e miz Gwengolo d’ar rouedadoù c’hoariva er rannvroioù evit kinnig un "eskemm etre tud a c’hoariva en ur yezh rannvroel" omp bet pedet gant Kuzul Rannvro Okitania d’un emvod e Narbon d’an 13/12/2017. E giz-se hor boa bet tro da gejañ gant strolladoù eus Bro Okitania ha Katalunia ha komz diwar-benn hor c’hoariva, ar pezh a vevomp, an dazont.

E-pad an emvod hon eus gwelet sklaer ez omp lakaet diaes gant ar memes kudennoù, a lak hor C’hoariva hag hon Yezhoù da vont da get ma chom an traoù evel m’emaint :

  • Stummadur ebet evit treuzkas hor micherioù d’ar rummadoù nevez
  • Diaezamantoù evit krouiñ, produiñ, brudañ…
  • Dic’hallusted skignañ an arvestoù en hor yezhoù war leurennoù broadel, koñvañsionet, festivalioù ensavadurel…

Evit klask cheñch penn d’ar vazh ez eus bet krouet ur Bodad, un doare da stourm asambles gant hon doareoù lieseurt.
Setu an divizoù kentañ a zo bet kemeret ganeomp :

  • sevel "Bodad ar C’hoarivaoù e Yezhoù Bro C’hall"
  • skrivañ ur gemennadenn d’ar gazetennerien, d’an dilennidi, d’an divizourien, dezho da c’houzout petra eo hor c’hudennoù, hon nec’hamantoù evit hon yezhoù, hon sevenadurioù, hor c’hoarivaoù. Klikit amañ evit gwelout ar gemennadenn.