Kevrin Kerbrug
- Padelezh : 60 mn.
- Niver a dudennoù : 10
- Paotred : 5
- Merc’hed : 5
- 3 akt.
- diviz :
- 5 divizoù. en akt 1
- 5 divizoù. en akt 2
- 14 divizoù. en akt 3
Tudennoù :
- Ar c’hont
- Ur skipard a zen, 60 vloaz
- Ar gontez
- E wreg, 50 vloaz
- Chann
- He c’hoar, koant, 45 bloaz
- Karmen
- Ur vaouez a vro Spagn, 45 bloaz
- Rozenn
- Nizez ar gontez, 20 vloaz
- Paol Bansel
- 30 vloaz
- Mona
- Ar geginerez, 50 vloaz
- Ar c’homiser
- Daou archer
Diverrañ :
Karmen a ginnig Paol da Rozenn, danvez he fried. Met ar wirionez zo bet kuzhet d’ar plac’h yaouank. Lazhet e vo Karmen : gant piv ? Perak ?
Arvest 1.
Karmen, ur vaouez a vro Spagn, hag ar gontez o doa en em glevet evit kinnig Paol Bansel da Rozenn, nizez yaouank ar gontez, evit dimeziñ. Emaint o c’hortoz ar paotr : Karmen a gont da Rozenn e yaouankiz. Honnezh n’en deus ket gwelet dañvez he fried c’hoazh. Dont a ra ar paotr.Arvest 2. Un sizhuniad goude.
Emañ Paol ha Karmen o komz, hag ar paotr o c’houlenn dimeziñ ganti. Rozenn he deus klevet an dra-se ha komz a ra gant Paol : n’eus ket a fiziañs etreze.
Rozenn ha Chann o komz o-div : komprenet o deus eh eus un dra n’eo ket sklaer gant Paol...
Ar c’hont ha Karmen : graet e oa bet ar marc’had en doare ma yahe Paol da zimeziñ gant Rozenn met peogwir ne fell ket d’ar paotr hen ober met kentoc’h dimeziñ gant Karmen, e c’houlenn ar C’hont ganti mont kuit.Arvest 3. An enklask.
Marv eo bet adkavet Karmen : lonket ganti louzoù-kousket. Daet ar c’homiser d’ober e enklask, ha da c’houlenn da bep hini tremen dirazañ. Tamm ha tamm e vo diskleriet a wirionez gantañ...Kinkladur :
Arvest 1 ha 2 : Emeur e-tal d’ar c’hastell kozh, e-tal Redon, war ur savenn-vein.
Un daol, kadorioù ha kadorioù-vrec’h.
Amzer vrav.
Trede arvest : Sal al levrioù er c’hastell. Ur burev. Kadorioù, kadorioù-vrec’h.
Ar voutailhad « Hepatrol »Kazetenn. Sigaretennoù, tan. Ul lizher.
Ul labous kouezhet deus e neizh.
Te da evañ.Gwiskamentoù :
An holl zo gant dilhad brav tud pinvindik
- Mona
- Dilhad ur geginerez pe ur vatezh ganti.
- Ar c’homiser
- Dilhad sivil gantañ.
- An archerien
- Dilhad polis gante
Sonerezh ha trouzioù :
Laboused o kanañ.
Trouz keflusker ur c’harr o tont.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 117. Bloavezh : 1966.
- Ti-Embann : Al Liamm. no 118. Bloavezh : 1966.