Pinvidik-Mor, pezh c’hoari nevez liseidi !

Un hengoun eo deuet da vezañ, abaoe bloavezhioù, e penn kentañ ar bloavezh skol e vez labouret war ur pezh-c’hoari gant ur strollad liseidi Diwan Karaez. Ijinet ha skrivet eo ar pezh-c’hoari ganto ha sikouret int gant un den a-vicher. Labouret ha pleustret o deus gant Yann-Edern Jourdan eus strollad Madarjeu a oa aet da harpañ anezho ha reiñ kuzulioù dezho evit sevel o raktres.

O zroiad kentañ e Norzh Breizh a vo etre an 11 hag ar 15 a viz mañ. Un droiad all a vo e 2024 ha tu a vo da welout an abadenn da-geñver Ar Redadeg ha 30 bloaz Lise Karaez ivez.

An istor ? Awenet e oa bet ar strollad gant mojenn Kêr Ys, lakaet en doare a-vremañ.
Brian a zo ur YouTuber brudet-kenañ. Anvet eo er bed a-bezh evit e videoioù surfiñ e-lec’h ma pabor gant an anv “Roue ar Mor”. Dahud, gwir Rouanez ar Mor a zo paseet-skuizh gant e vrabañserezh. Implij a ra he galloudoù dreist-naturel evit kas anezhañ d’al lec’h ma ranko deskiñ talvoud ar vuhez. Eno e c’hoarvez dezhañ an darvoud skrijusañ zo : koll e bellgomz ! Ha petra gwelloc’h eget morlaerion skragn evit skoazelliñ anezhañ ?

Ober anaoudegezh gant Roue ar Mor ? Amañ e vo.