Kinnigoù c’hoariva e galleg

  • Hon amezeien eus an ADEC56 o deus divizet derc’hel o Festival hag a vo etre an 20 hag an 23 a viz Mae. Lakaet o deus o ijin da vont en dro evit kinnig ur programm teatr daoust da c’henfinañ hag an diarbennoù yec’hed ! Un taol harz evit kenderc’hel gant ar c’hoariva.
    Gourc’hemennoù dezho evit an intrudu.
  • Ha m’ho peus c’hoant pleustriñ war ar c’hoariva, kit war lec’hienn Imparato. Ul lec’hienn evit ar gomedianed hag an animatourien C’hoariva, savet evit lakaat an dud da zeskiñ o zestennoù.