Kontadennoù e Rostrenn

Deuit da selaou pe da ginnig kontadennoù e brezhoneg ! Digor d’an holl, pep hini a ro ar pezh a gar evit an abadenn-mañ.
Hag evit ar re intereset gant an danvez, un emvod a vo a-raok, da 10e vintin, gant konterien eus un tamm e pep lec’h e Breizh evit lakaat ar gaoz war ar c’hontañ e brezhoneg hag an doareoù da dreuzkas ha da stummañ konterien nevez.