Kinnig Etienne Siberil war Radio Kreiz Breizh
"Setu neuze titl raktres kentañ ma c’hompagnunez an hevelep anv : "Ar Vroderez noz". An anv-se a denn d’un dudenn vojennel eus meur a vro European.
A-wechoù e vez graet diouti ur wiaderez, a-wechoù ur gwalc’herez, a-wechoù ur vroderez, met bep tro eo tudenn ur vaouez hag a zeu war wel en ur vodadenn pe ur c’horn-hent.
Ma komze Anne Siberil, ma mamm-gozh, eus kannerez-noz e-pad ar veilhadeg kaset en-dro ganti o kanañ hag o kontañ istorioù, me am eus dibabet Ar vroderez.
Rak amañ e vez anv eus brodañ, met gant ar gerioù hag ar c’hoariva, gant liammoù ha stummoù nevez hag a vo hentoù all davet ar re all hag e lec’h all."
Etienne Siberil.
An istorioù war RKB
Ha da selaoù ivez war Heklev Podkast
Ur savenn douget gant : Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.















