Korriganerien

Ur pezh-c’hoari savet gant tud yaouank eus Bro Kemperle.
Dibabet o deus ar vugale labourat war ar gorriganed, gant c’hwec’h taolenn a c’hell bout c’hoariet stag, distag, hag a gont kontadennoù disheñvel, gant dansoù, kanaouennoù... "Korriganerien" eo anv ar pezh-c’hoari nevez-mañ.

Ar plijadur o do da c’hoari evit darvoudoù pouezus ar vro : festival Taol Kurun ha dirak skolidi brezhonegerien hag ivez, a-drugarez da "arz hag istor" e vo c’hoariet dirak tud nann-vrezhonegerien.

contacter troupe