La Caminata krouidigezh nevez La Obra war ar stern

La Caminata eo ur c’henlabour etre div gumpagnuniezh : La Obra hag an Andamio Teatro Raro deus Bro Gwatemala. Daou arzour gwatemaltiz zo erruet e Breizh e fin miz Here : Luis Carlos Pineda, leurenner ha Ruben Avila, komedian.
Labourat a reont a-gevret war dem an treuzvroañ. Ar pezh a vo c’hoariet e brezhoneg, spagnoleg hag istitlet e galleg.

Gant rezidañsoù krouiñ e ya war raok al labour :

  • 15 - 19/11 : rezidañs e Plougerne.
  • 21- 26/11 : rezidañs e Ti Ar Vro Kemper.
  • 05 - 9/12 : rezidañs e Plabenneg.
  • 19 - 31/12 : rezidañs e Ti an Dud e Douarnenez.

Kinnig a raio ar strollad un emgav gant ar publik goude pep rezidañs.

Abadenn gentañ : 14/01 Ti an Dud e Douarnenez
Da c’houde : 20/01 e Plabenneg