Ar brezhoneg lakaet war wel gant Departamant Penn-ar-Bed

Un devezh brav aozet gant Departamant Penn-ar-Bed evit lakaat tud yaouank da zizoloiñ meur a bleustr arzel ha sevenadurel e brezhoneg.
Ar c’hoariva en o zouez gant div stal, 1e30 pep hini, kinniget gant Bleuenn Raynaudon ha C’hoariva hag heuliet gant ouzhpenn 50 skoliad.
Tro o doa graet d’en em dommañ gant poelladennoù c’hoariva a bep seurt ha da c’hoari senennoù bihan.
Lukaz Nedeleg ur c’homedian all eus kompagnunezh Safar a oa aze ivez evit kinnig ur stal slam.
Seurt darvoud a zo pouezus evit diskouez d’an dud yaouank e vez implijet ar brezhoneg er maez eus ar skol ha reiñ c’hoant dezho da heuliañ pleustroù sevenadurel e brezhoneg.