Lakaat e anv evit Devezh c’hoariva ar skolajdi

Abaoe 2008 e vez savet Devezh c’hoariva ar skolajidi e fin ar bloavezh skol. An holl skolajoù a c’hell kemer perzh pa vez kaset ar stal c’hoariva (pe meur a hini) e brezhoneg.

Graet e vez c’hoariva en ho skolaj ha c’hoant ho pefe kemer perzh en devezh-se ?
Pe c’hoant ho pefe kaout muioc’h a ditouroù evit ober c’hoariva er skol ?

Deuit e darempred ganeomp.

M’ho peus c’hoant e c’helloc’h goulenn alioù pe sikour gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eurioù emell a zo kemeret e karg gant ur yalc’had rannvroel (stignad Skol c’hoariva).

Adal bremañ e c’hellit lakaat anv ho skolaj ha ho klas(où) evit kemer perzh en Devezh c’hoariva hag a vo dalc’het e miz Even e Norzh Penn-ar-Bed.