Lakit ho anv evit kemer perzh e Devezh C’hoariva ar skolajidi

Evel bep bloaz abaoe 2008 e vez kinniget e fin ar bloavezh skol d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol dont da c’hoari war ul leurenn dirak o c’henseurted.

An darvoud a vez aozet gant C’hoariva hag ur bodadig barn a ro un ali war ar pezhioù-c’hoari kinniget.

M’ho peus c’hoant kemer perzh deuit e darempred gant C’hoariva evit lakaat ho anv.