Liseidi Karaez : Echu gant troiad 2016-2017

Gourc’hemennoù da dermenidi Lise Diwan Karaez evit o fezh-c’hoari ijinet ha savet evit bezañ c’hoariet e skolioù-mamm ha kentañ derez.

Trizek komedian yaouank o doa treuzet Breizh evit daou zroiad c’hoariva ur sizhunvezh (diskar-amzer ha nevez-amzer). Ar pal : c’hoari dirak skolidi ur pezh kroget e kentañ klas ha peurlipet e klas termen.

Fentus ha fromus eo atav gwelout penaos e vez resevet an traoù gant an arvesterien vihan o sellout ouzh ar pezh-c’hoari. Fromus eo sur a-walc’h evit ar gomedianed ivez da zont en dro en o skolioù evit c’hoari dirak ur rummad a skolidi all… An amzer a ya hebioù !