Marvailhat / Baleadennoù kontet

Tro gontadennoù/baleadenn gontet
Al lienaj e welan o sec’hiñ e New-York

Ouzh ar c’hontañ : Lukaz Nedeleg
Rumm : kontadennoù dre-gomz
Padelezh : etre 40 min ha 2e
Arvesterien : bugale (adalek 7 vloaz), krennarded, tud deuet
Stummoù : Tro gontadennoù/baleadenn gontet

Ar gonterien a gas o istor ganto en o sac’h, o chakod hag o c’halon ivez. ’Ba e droioù-gontañ hag e valeadennoù kontet e skoulm Lukaz daou ribl an Atlantik an eil diouzh egile. Lakaat a ra gerioù da dremen eus koñchennoù Kerne da re pobloù Amerika Hanternoz (Krees, Sioued, Cheyenned). E-mod-se e ro ar c’honter e vouezh ispisial, boud ha lusk en enni, da varvailhoù leun a virvilh. Penn er c’hornôg gant ar gomz !

KAVLEC’H : Istorioù mor ha martoloded, istorioù tennet eus dastumoù pennañ Breizh-Izel, kontadennoù a vroioù keltiek, koñchennoù furnez ha danevelloù eus pobloù pagan ’zo.

21 a viz Gouere 2022 à 6e00 noz, Ti Pêr-Jakez Heliaz, Pouldreuzig
26 a viz Gouere 2022 à 8e30 noz, Beg ar Milier, Beuzeg ar C’hab (baleadenn gontet)
27 a viz Gouere 2022 à 8e30 noz, Beg ar Vann (baleadenn gontet)
2 a viz Gouere 2022 à 8e30 noz, Beg ar Milier (baleadenn gontet)
3 a viz Eost 2022 à 8e30 noz, Beg ar Vann (baleadenn gontet)
9 a viz Eost 2022 à 6e00 noz, Ti Pêr-Jakez Heliaz, Pouldreuzig
28 a viz Eost 2022 à 3e00 g.m., e Pleiben (baleadenn gontet)