Master klas kontadennoù

Un eil tennad, un astenn da zevezh 2021. Atav evit en em soñjal hag embregiñ kevret àr an arz kontiñ, àr an doareoù, an hentoù gwellañ da dreuzkas, hiriv hag e brezhoneg, teñzor ar c’hontadennoù hengounel. Labour get tri animatour.ez e tri atalier pep unan gouestlet d’un tu resis ag ar pal lakaet. Klozet e vo an devezh get un abadennig kontiñ kaset get ar berzhidi.

Addizoloiñ marvailhoù, sorbiennoù bet marse damzilezet pe ankounac’haet; en em varrekaat war an arz da gontiñ (yezh, korv, mouezh, emzalc’h…); eskemm ha deskiñ an eil gant egile, setu pal an devezh. Ar c’hontadennoù a zo un teñzor e-keñver meur a dra : ur vammenn a blijadur eo evit an hini o selaou hag an hini o kontañ, ur veingleuz a binvidigezh eo a-fet ar brezhoneg, un doare dreit eo da zougen ar vugale hag an deraouidi daet da gomz, da eskemm, da skrivañ ha da… gontañ d’o zro. Kreskaat niver ar gonterion hengounel e brezhoneg, ober ma en em anavint an eil egile a zo ret.
Da vintin e vo c’hoarioù kar un tamm d’ar c’hoariva - tro-dro ar c’horf, ar vouezh… - gant Pascal Cariou, komedian ha leurennier a-vicher. War-lerc’h e vo stalioù evit mont pelloc’h : kontañ, kaout formulennoù, trouzioù, liammoù gant an amzer a-vremañ…

GANT :
Pascal Cariou : Petra a lâr ma c’horf; plas en egor; mestroniin e vouezh hag an ton; dont dirak an dud, en em blasiñ hag en em zerc’hel; sachiñ evezh an arvesterien...
Fanny Chauffin : Azasaat an istor evit he lâret e 2022 en ur chom feal d’an hengoun. Ur sac’had bitrakoù, soñjoù ha troioù “teaziñ” a bep sort evit derc’hel bev, magiñ ha broudiñ an evezh.
Daniel Carré : Kontadennoù dastumet hag embannet e embannadurioù disoñjet lies. Yezh ar c’hontiñ (skouerioù).

Evit piv eo ?
Konterion.ezed dija “àr ar vicher” ha tud all c’hoant dezhe en em lakaat da gontiñ ; kelennerion.rezed, animatourion.rezed kreizennoù vakañsiñ pe tier ar re gozh... Ma n’eo ket ret bout kemeret perzh e devezh 2021, distro perzhidi an tennad-se a vo gwelet get plijadur.
Brezhonegerion.erezed dre ret.

  • Lec’h : Ti Douar Alre, PLEUWIGNER 56330 (11, ru an Tanin)
  • Eurioù : daou brantad atalieroù (9e -12e hag 1e-4e).
  • Abadennig digor d’an holl : 5e30 -6e30
  • Aozadur, lakaat e anv : Ti Douar Alre
  • Priz : 20 € an devezh a-bezh.
  • Enskrivadurioù : evit an 20/10 d’an tardetañ.
  • Evezhiadenn :
  • Merenn tennet ag ar sac’h.