Master klas kontadennoù

Un astenn da zevezhioù 2021 ha 2022 ha d’an atalier kaset e miz Gouere tremenet e-ser KEAV. Teñzor ar c’hontadennoù hengounel - eus Breizh ha pelloc’h ; doareoù da gontañ hiriv hag e brezhoneg ; embregiñ kevret ; dizoloiñ teknikoù... Bezañs konterion ha konterezed anavezet (F. Chauffin, D. Carré…) Tri atalier arbennik.
Da glozañ an devezh : un abadennig kaset gant ar berzhidi.

Tri stal

  • Atalier 1 gant Awenn Plougoulm
    Breizhekaat kontadennoù a-bell-vro (lec’h, loened, anv nevez). Kontañ da damm-nann vrezhonegerien (divyezhegezh, jestroù, margodennoù).
  • Atalier 2 gant Alan Tudoret
    Derc’hel soñj eus ur gontadenn evit marvailhiñ dirak an dud. Troiennoù evit boulc’hañ ha klozañ. Degas fent en istor.
  • Atalier 2 gant William Landin
    Ur c’helc’h konterien : perak er sevel, penaos er c’has. En em harpañ war ar marvailhoù evit treuzkas danvez sevenadurel ar vro e 2023.

Evit piv eo ?
Konterien.ezed dija “war ar vicher” ha tud all c’hoant dezhe en em lakaat da gontiñ : kelennerion.rezed, animatourion.rezed kreizennoù vakañsiñ pe tier ar re gozh, kerent ha tud-kozh bugale pe bugale vihan dezhe… Digor da berzhidi an devezhioù kent ha d’ar re all c’hoant dezhe dizoloiñ, esaeañ… Brezhonegerien.erezed dre ret.

Lec’h : Ti ar Vro, 6, Plasenn Gwiriou Mab-den. 29270 KARAEZ
Eurioù : 9e30 -12e hag 1e - 4e30. Abadennig kontiñ : 5e - 6e
Aozadur, lakaat e anv : Raok, Brezhoneg e-kreiz Breizh. :
06 13 71 88 88 pe Kevredigezh Raok
Priz : 20 € an devezh a-bezh.
Enskrivadurioù : evit ar 18/10 d’an tardetañ.

Evezhiadennoù :

  • Devezh kaset penn-da-benn e brezhoneg ;
  • Merenn tennet ag ar sac’h.