Nevezentioù an Teatr Piba

  • Kompagnunezh Teatr Piba en deus kemeret perzh d’ar c’hentañ kuzuliadeg etrevroadel ar c’hoariva e yezhoù minorel (etre an 30/06 hag an 02/07) e Bautzen en Alamagn (Bro Sorab) da geñver ar raktres Europa Creative Phōnē.
    Tro o doa bet da gejañ gant pemzek strollad, kompagnunezh, c’hoariva, kenstroll hag arzourien eus pevar c’horn ar bed. Graet o doa ar veaj evit prederiañ war ar mod da sevel ur gwir rouedad arzourien ha c’hoarivaoù a labour hag a grou gant o yezhoù minorel (war an dachenn etrevroadel).
  • Emañ ar gompagnunezh o labourat er mare-mañ war ar raktres Bastard, hag a zo diazezet war un dastumadeg kaset gant Krismen e AHDOD Landreger.
  • An arvest "Hentoù gwenn - Nos voies lactées" a vo kinniget evit ar wech kentañ en diskar-amzer e Brest (Ti ar C’hoariva).
  • M’ho peus c’hoant heuliañ raktresoù ar gompagnunezh lakait hoc’h anv evit resev o lizher kelaouiñ.