O krouiñ emaint

E miz Gwengolo e oa strolladoù Mat ar Jeu ha Teatr Piba en annez e sal Armorica e Plougerne.

  • Strollad Mat ar Jeu
    • Ar gompagnunezh a oa o krouiñ e arvest nevez "Lennadennoù digontaminet". Ur raktres evit tud yaouank hag a zo savet evit bezañ c’hoariet en un doare aes e lec’hioù disheñvel. Yann-Edern Jourdan en doa goulennet digant Tangi Le Gall-Carre da seniñ akordeoñs evit luskañ an arvest. Ar muzisian a zo deuet da vezañ komedian evit an dro eta. Galvet en deus ar strollad ar c’homedian Nigel Hollige eus kompagnunezh Tro Didro evit al leurenniñ. Gwelout un abadenn o tiwanañ e oa dedennus kaer. Mall zo warnomp dizoloiñ disoc’h o labour.
    • Adkroget en deus ar strollad gant pleustradennoù Kontadennoù Kanterbury evit an arvestoù da zont (Teatr Montroulez d’ar 15 a viz Du).
  • Teatr Piba
    • a oa o pleustriñ war Donvor ha Spluj. Beajiñ a raio ar pezhioù-radifonel-se hag an arvestourien hor bo tro da glevout un tamm brezhoneg er-maez eus Breizh !
    • Er miz-mañ emañ ar strollad o labourat gant annezidi Enez Eusa da geñver ar raktres "Istor objedoù - Objedoù istor". Disoc’h al labour-mañ a vo e stumm ur valeadenn c’hoariva kinniget d’ar 17/10 etre 2e30 ha 6e30 noz war an enezenn.
    • Ar gompagnunezh he deus savet ur gevelerezh gant studio An Eskal eus Enez Eusa evit enrolladenn e seizhvet fiksion radio e fin ar miz-mañ.
  • Profitet hon eus da vezañ e Plougerne evit gweladenniñ ar strollad Ar Vro Bagan. Ur mor a raktresoù a zo ganto.
    • O pleustriñ emaint war ur pezh-c’hoari nevez : "Mont a raio kuit" war dem ar skizofreniezh. C’hoariet e vo e brezhoneg pe e galleg diouzh choaz ar brogrammourien.
    • Daou bezh-c’hoari a zo war ar stern evit 2022, ur pezh war emdroadur al labour-douar e Breizh hag un arvest war ar Roue Arzur.
    • Meur a staj ha meur a brezegenn a vo kinniget ivez er mizioù da zont. Evit kregiñ ganti e vo ur staj war ar maskl difromm, buhezet gant ar c’homedian Étienne Siberil (21-22/11/2020). Da heul e vo stajoù war "Ar c’hoariva war ar prim", "Dañsoù kof-ha-kof" ha stajoù all c’hoazh met tro hor bo da reiñ keloù resis er mizioù da zont. Un heuliadenn brezegennoù a vo ivez war Istor ar c’hoariva e brezhoneg adalek ar Grennamzer betek an deiz a hiziv.