Ober c’hoariva ? Kemerit perzh en ur raktres europat

ROUD DIROUD
Ur raktres kinniget gant Mona Caroff hag an Teatr Piba

Roud Diroud a zo ur raktres krouiñ c’hoariva kaset dindan berr amzer gant Mona Caroff evit ur strollad komedianed amatourien brezhoneger. Un emgav a vo bep miz etre Miz Genver ha Miz Mae. Un disoc’h a vo kinniget e Ti ar C’hoariva, Brest, da vare darvoud « The International Week », douget gant an Teatr Piba etre ar 14 hag an 18 a viz Mae.

Pal
Ouzhpenn lavar un destenn a zo ezhomm evit c’hoari. Bezañ amañ, bremañ, gant va c’horf, va mouezh. Selaou ouzh ar re all, ha chom kizidig deus an endro. Labouret e vo war an holl draoù-se evit kas da benn Roud Diroud. Testenn Roud Diroud a vo savet diwar an istorioù ijinet ha skrivet gant tud ar strollad. Kavout un tu da zanevellañ pezh zo bet skrivet a vo ivez hent al labour.

Kinnig ar raktres Roud Diroud, gant Mona Caroff
« Roud Diroud a welan evel un arnod, ur furcherezh c’hoariva a-stroll, gant hent an treuzkas e-giz sujed enklask. Petra viran deus ar berniad traoù a zeskan bemdez, er skol, gant ar gevredigezh, an dud, an natur? Perak e talc’han soñj deus un dra bennak na vo ket talvoudus d’am amezog ? Peseurt lodenn deus va fersonelezh a zeu diwar pezh ‘zo bet treuzkaset din? Hag e c’hellfen reiñ trowardroioù ar pezh a zo bet treuzkaset din? Ha reoù ar roudoù a lezin-me war va lerc’h?
Hol labour a glasko marteze respont da c’houlennoù ‘zo, oc’h ouzhpennañ lod all moarvat, ar pezh a roio un destenn. Honnezh a vo skrivet ganin diwar an danvez skrivañ, korfel, skiant-prenet ha kizidigezh degaset gant ar strollad tud a gemero perzh. »

Penaos e vo kroget ganti ?
Un dra a zo sklaer hag anat deomp holl : meur a vuhez hon eus bevet a-raok ar vuhez-mañ, ha lod all a chom da vevañ.

1) Goulennet e vo da bep perzhiad dont d’an emgav kentañ gant un danvez skrivet dindan ar stumm a fello dezho (lizher, kanaouenn, barzhoneg...). Eztaolañ enni ar pezh a vefe pouezus reiñ da lenn, da c’houzout, da dreuzkas, dezho oc’h unan. Dibabet e vo etre an daou goulz-amzer-mañ :
 Ar skrid-mañ a vo evito oc’h unan, met er vuhez a zeu. Un doare testamant fetis/difetis.
 Er bloavezhioù 2080 emaer, hag e vez skrivet dezho oc’h unan, d’an hini a zo o vevañ er bloavezh 2023.
Gall a ra bezañ un draig munud kement hag Istor Mab-den. Kaout 5 lizher ul linenn, pe ur ganaouenn 20 pajenn.

2) M’o dije ur valizenn (ijinet pe get) gant traoù pouezus dezho enni, petra vije laket enni ? Objed, kanaouenn, foto, arz, rekipe, levr ... ? Ret e vo dibab tri zra ha dont d’an emgav kentañ ganti !

Evit piv ?
Digor eo ar raktres-mañ d’an holl dud a oar brezhoneg, ha mennet da labourat a- stroll war un enklask c’hoariva.

Pegoulz ?
Miz Genver, un dibenn-sizhun evit mont e darempred
Sadorn 6, etre 2e ha 6e
Sul 7, etre 11e ha 6e

Miz C’hwevrer
Sul 18, etre 11e ha 6e

Miz Meurzh
Sadorn 23 pe Sul 24 (hervez al lec’h), etre 11e ha 6e

Miz Ebrel
Sadorn 13, etre 11e ha 6e

Miz Mae
Lun 13, 6e - 8e noz
Meurzh 14, 6e - 8e noz
Merc’her 15, 6e - 8e noz
Yaou 16 : ABADENN KINNIG

Petra eo ar raktres Phōnē ?
Ar raktres Roud Diroud a zo enbarzhiet e-barzh ar raktres european « Phōnē : Giving minority languages a voice ». Ar pal a zo e labourfe un den deraouad war al leurenniñ gant ur strollad amatourien er yezh minorel. Eizh lec’h, pe kompagnunezh c’hoariva, a labour e yezhou minorel e eizh bro European, a gemer perzh er raktres Phone, hag a gaso ul labour gant ur strollad amatourien ivez : AnTryater staliet e Leeuwarden en Izel-Broioù –Frison ; an Deutsch-Sorbisches Volkstheater e Bautzen e Bro-Alamagn – Sorabe ; an Teatrul Evreiesc deus Stat e Bucarest e Roumania – Yiddish ; an Stadttheater Bruneck e Bruneck, Italia – Ladin ; Kvääniteatteri e Storslett en Norvegia – Kven ; an Dramático Galego e Santiago de Compostela e Bro-Spagn – Galisianeg ; ar c’hoariva Fibin deus ar C’honnemara e Bro-Iwerzhon – Iwerzhoneg / Gouezelek ; ha Teatr Piba e Brest – Brezhoneg. Penn-kentañ Miz Gouere en em gavo 4 den deus pep strollad amatourien e Bruneck (Bro Italia) evit labourat asambles ur sizhun, ha kinnig un disoc’h er fin.

MONA CAROFF
, gant un nebeud gerioù
Heuliet em eus ur stummadur war ar c’hoari e-pad 3 bloaz e Tolosa etre 2015 ha 2018. Dizoloet em eus ar c’hoari war al leurenn ha dirak ar c’hamera, klokaet gant kentelioù kan, dañs, capoeira, barzhoniezh, furlukin, maskl difrom, mim, c’hoariva fizikel ... E-pad ar stummadur ha diouzhtu goude em eus bet tro da grouiñ gant div gompagnunezh abadennoù skrivet a-stroll. D’ar c’houlz-se eo em eus kroget da gaout ur sell war al leurenniñ, honnezh o vezañ graet a-stroll.
Dibaoe 2020 on distroet e Breizh hag e labouran e bed ar c’hoariva (Hentoù-Gwenn, gant Teatr Piba ; Danses de chambre, gant Cie Vertiges et Horizons, Stigma Chut’ gant Le P.E.U, Glaz, gant Cie Paule, er sinema (Div, sevenet gant Emmanuel Roy ; Fêlés, sevenet gant Christophe Duthuron), istorioù radio (Sekred ar Roc’h Zu, Juluan hag al Louarn, Ar Steredenn Losket, ken-sevenet gant Mael Guego, ha produet gant Kalanna ; mouezh Louise e-barzh Louise an arzhed, sevenet gant Mai Lincoln, ha produet gant Teatr Piba ha Kalanna). Dibaoe 2022 on kroget da gas atalieroù treuzkas gant ar re 4re e skolaj Diwan Jakez Riou.

Evit kemer-perzh er raktres-mañ, pe m’ho peus ur goulenn, kasit ur postel da vMona Caroff.

Roud diroud ur raktres soutenet gant European Union.