Ober c’hoariva e stummadurioù war ar brezhoneg

STUMMADUR WAR AR C’HOARIVA-DESKADUREL
KINNIGET DINDAN 3 DEVEZH
03/09, 18/10 ha 20/12 /2021
Lec’h da vezañ resisaet

PAL
Ar pal anezhañ n’eo ket stummañ ac’hanoc’h war ar c’hoariva-deskadurel,
anat deoc’h, met treuzkas ostilhoù simpl hag efedus deoc’h evit ma
implijfec’h ar c’hoariva (diouzh ho c’hoant pe diouzh an ezhomm) evel benveg pedagogel e-kerzh ho kentelioù : strollañ ar stajidi da skouer, lakaat anezho da labourat war ar brezhoneg, broudañ anezho da ezteurel e brezhoneg, da vevañ ar yezh a-gorf, da lakaat an ijin da vont en-dro, da grouiñ... Diazezet e vezo ul lodenn eus ar rakstummadur war skiant-prenet pep hini ac’hanoc’h rak pouezus-kenañ eo din gouzout eus ho ezhommoù ma ’vefe eus outo evit resisaat ar c’hinnig e-doug an tri devezh-labour. P’eo an hegarated unan eus ar perzhioù-diogelañ ret da gaout ha da dreuzkas evit kas ur seurt labour e roin un tañva deoc’h eus hentenn ar « Feedback arzel » bet savet gant Vincent Adelus (bet stummer din). Gant ma ’vezo plijadur !

PROGRAMM AR STUMMADUR
Devezh 1
Ar c’hoariva :

  • Ober anaoudegezh an eil re gant ar re-all
  • Kelc’h penn-kentañ an devezh (En em ginnig)
  • Petra eo ar c’hoariva ?
  • Perak ober c’hoariva e-kerzh ur stummadur ?
  • Geriaoueg ar c’hoariva
  • Eus petra ’z eus ezhomm evit ober c’hoariva ?

Ar stal c’hoariva :

  • Petra eo ur stal c’hoariva ?
  • Peseurt palioù ’zo d’ur stal c’hoariva ?
  • Peseurt testenn implijout ?
  • Ar stern ha reolennoù ur stal c’hoariva
  • Ar « Feedback arzel »
  • Kelc’h fin an devezh

Devezh 2

  • Kelc’h penn-kentañ an devezh
  • Labourat war an destenn ha diazezoù ar c’hoari
  • Kelc’h fin an devezh

Devezh 3

  • Kelc’h penn-kentañ an devezh
  • Labourat war an destenn ha diazezoù ar c’hoari (diouzh al labour bet kaset e-kerzh an eil devezh)
  • Lakaat e pleustr
  • Kelc’h fin an devezh

UR STAJ KASET GANT : YANN-EDERN JOURDAN
Bet stummet war ar c’hoariva-deskadurel gant Bernard Grosjean (skolveur ar Sorbonne Nevez - Pariz 3), engouestlet evit ar c’hoariva e brezhoneg abaoe 16 vloaz evel komedian ha leurenner (Strollad Mat ar Jeu, Strollad Ar Vro Bagan...), kenbrezidant Kengevredigezh C’Hoariva, kelenner e skol-veur Brest (o kas kentelioù war ar brezhoneg dre ar c’hoariva), aktour evit ar sinema hag an advouezhiañ e brezhoneg (Kalanna Prod, Tita Prod., Monochrome Prod., Dizale,...) e kinnigan ar stummadur-mañ deoc’h.