Ober c’hoariva gant stalieroù

NAONED
Distro-skol ar stalioù c’hoariva kinniget gant Teatr MilTamm e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan (44) a vo d’ar Gwener 14 a viz Gwengolo.
Daou strollad a vo kinniget er bloaz-mañ :

  • Unan gouestlet d’ar vugale etre 7 ha 12 vloaz (etre 5e15 ha 6e45)
  • Unan nevez evit ar grennarded hag an dud deuet (etre 7e hag 8e30). Digeriñ a raio adalek 8 den enskrivet.

Titouroù: Teatr MilTamm pe Skrivañ ur postel

BREST
Ur stal bep Lun noz etre 6e30 hag 8e, aozet gant SKED, evit pleustriñ war ar yezh en ur ober c’hoariva.
Stummer : Bob Simon.

MONTROULEZ
Stal aozet gant KLT evit pleustriñ war ar yezh en ur ober c’hoariva. Gwelout ganto evit an deiziad hag an eur.
Stummer : Bob Simon.