Pa deuio ar wagenn

Seizhvet krouidigezh radio ar strollad an hini eo, a roio tro deomp da genlabourat evit ar wech kentañ gant ar studio l’Eskal. Er skipailhad arzel ha teknik e vo kavet an aktourien Loeiza Beauvir ha Tangi Daniel, ar soner ha kaner Krismenn evit ar c’hrouiñ son hag ar sonerezh, ijinourien ar son Jean-Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf evit ar ren-son hag ar c’hemmeskañ. Deuit ma faot deoc’h betek e l’Eskal, war Enez-Eusa, d’ar sadorn 31 a viz Here evit enrolladenn bublik Pa deuio ar wagenn peotramant selaouit ar grouidigezh war-eeun war gwagennoù Radio Kerne.

« Met, ni, Leti, ni enezidi, a zo war al linenn gentañ. Te ha me a zo war an talbenn dija peogwir emañ ar mor tost-tre ouzhomp"

Quand viendra la vague ’zo ur fablenn ekologel a gont eus an drast, ur gomedienn eo a zo liv ar Varn Ziwezhañ warni. Ur wagenn o sevel hag o tifarleañ a gas he reuz war ekoreizhiad un enezennig, ha ne vo ket ur wech hepken. Gant fent e tiskouez ar pezh c’hoari, etre gwirheñvelded ar fedoù ha faltazi, un apokalips da zont. Piv a zreistbevo goude ma vo bet eus ar c’hresk-dour kevrinus-se ? Azezet war ur garreg, emañ Mateo ha Letizia oc’h arvestiñ ouzh an dourioù o kreskiñ, ha setu int krog da zibab ar spesadoù diouzh o soñj. Da boent ar Varn Ziwezhañ, p’emañ ar Bed o flekañ, ha dont ’raio a-benn ar vistri-c’hoari-mañ da bardoniñ da spurmantoù an amzer gwechall ha da baouezañ gant o doare enez da vezañ ?

Tennad notenn mennad ar sevenner

"Pa deuio ar wagenn" a gaver enni daou c’houlenn bras a sav ingal en hon spered, goulennoù ha kudennoù emañ strollad Teatr Piba o soursial oute, er strollad, pell ’zo dija. Ar goulenn kentañ ’glaskomp kavout respontoù outañ eo hini an ekologiezh, da laret eo yec’hed hon endro, hag an dilerc’hioù a zeuy da heul adtommañ an hin : en oberenn-mañ e vez graet anv eus kresk tonket an dourioù, er bed a-bezh, hag a ziskouezo cheñch tres an dremmvroioù, re ar c’hevandirioù, an aodoù hag an inizi.

Ouzhpenn ur soñjadur diwar-benn an ekologiezh ez eo unan war-benn « degemer ar re divroet, da laret eo ar re n’o deus bro ebet ken, pa’z eo bet skarzhet lod dioute gant ar brezelioù pe gant an dienez, kiez ar bed, ha pa vo skarzhet lod all gant ar « wagenn » o tont, pa vint lakaet da voudedeved. » (1) Hindivroidi ar Vanuatu a oa bet ar re gentañ o tigoriñ e penn-kentañ an XXIvet kantved koulzad skrijus ar reveulziañ bras a bouezo warnomp er bed da zont. Rakjedet eo bet gant an ONU e vije deus 250 million a hindivroidi e 2050. Un dalc’h bras eo, ken pouezus ha mallus. Rak, betek-henn, n’eo ket deut a-benn an Europ (politik hag ensavadurel) da zegemer degadoù a vilieroù a repuidi, nag ar broioù a’z a d’ober an Europ evit afer-se, pa’z int chomet ken bouzar ha dinerzh. E pep lec’h er bed e tiskouez ar broioù serriñ o harzoù, muioc’h-mui e vezont techet da sevel mogerioù « surentez » ha da ziskouez kilblegañ war o identelezh ha war o douaroù.

Pa deuio ar wagenn a lak ar gaoz gant barzhoniezh war ar mod ’faotfe deomp-ni bevañ en ur bed a ’z afe war strishaat, e-lec’h na vefe ket plas a-walc’h evit an holl, ur bed ’rankimp rannañ mod pe vod pa vo erruet koulz ar « wagenn »."
Thomas Cloarec - Mae 2020

(1) « Qui sommes-nous prêts à accepter ? » - Yoann COLIN - in Nonfiction, le quotidien des livres et des idées

agenda archive piece

contacter troupe