Pemp panell evit lakaat war wel c’hoariva Per-Jakez Helias

Peder studierez e master ESM Glad ha Mirdioù e skol-veur Kemper o doa dibabet lakaat war wel c’hoariva Per-Jakez Helias. Un enklask o doa graet e-pad meur a viz evit mont war roudoù an dramaour. Pemp panell a oa bet savet evit kinnig ec’h oberenn c’hoariva. Tu vo ivez kizidikaat ar re yaouankañ hag ar skolidi peogwir e oa bet savet er memes koulz maletennoù pedagogel.

Titouroù : Ti-kêr Pouldreuzig
Mirdi – Ti ganedigezh Pêr-Jakez Helias
20 straed Kemper e Pouldreuzig
Da weladenniñ e-kerzh mizioù an hañv.