Petra nevez gant strolladoù zo ?

La Obra
Kakao, un arvest nevez evit ar yaouankiz gant strollad La Obra diwar-benn… ar c’hakao evel just. Beajet e vo e Su Bro Meksik, bro ar vayaed evit (ad)dizoloiñ istor ar c’hakao. Pebezh hent etre tramor ha bolenn chokolad ar mintin ! Da welout e miz Meurzh.

Breizh Glas, ul labour kaset gant 7 klasad eus Penn-ar-Bed (e o-zouez 3 raktres e brezhoneg) diwar-benn ar mor ha gwareziñ an aod. War al leurenn e vint holl asambles d’an 21 a viz Kerzu.

Tro-Didro
Galnys : abadenn gentañ e miz Meurzh. Un istor er Grennamzer uhelañ en ur vro geltiek (predenek) gant ul lodennig war-gan gant ul laz-kanañ.

Choukibenn
Dede Koad an distro ! Emañ Erwan Hemeury o labourat war un Dede Koad 2. Laouen vo ar vugale hag ar gerent ivez !