Krouidigezh an daou strollad : STROLLAD GWERLISKIN ha STROLLAD KALLAG.
Piw zo bet kad da lazhañ aotrou maer ur gêr vihan sioul deus Kreiz-Breizh ?
Penaoz ur muntr ken spontuz, da zez ar marc’had ouzhpenn, pa oa bodet toud an dud evid enoriñ un den meur ha madelezhuz evid ar barroz ?
Petra zo kaoz d’ar muntr-se ? Pesort itrikoù, pesort drouksoñjoù a oa ’barzh penn ar muntrer a-benn ober un torfed ken euzhuz ?
Ur pezh-c’hoari fentuz ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ siriuz.
Deoc’h-c’hwi da weled…
Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !
- Skrivet ha kempennet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan
- Leurennet gant Marie-Hélène Morvan
- Sklêrijennet gant Gildas Marc
- C’hoariet gant :
- Michelle Allès
- Sylvain Botrel
- Joy Canac
- Amélie Lautrou-Le Jeune
- Herve Lautrou
- Marie-Hélène Morvan
- Martine Postic