Plijadur hon eus bet !

Ur programm fonnus a-walc’h gant tri skolaj hag a oa deut da ginnig meur a bezh-c’hoari.
Deuet e oa :

  • Skolaj Diwan Gwiseni gant an holl c’hwec’hveidi evit reiñ da welout tri fezh c’hoari ijinet ha skrivet ganto gant sikour ho kelenner Goulc’hen an Ostiz :
    • Ar mekanik veajiñ
    • Baboumba
    • An alc’hwez aour
  • Skolajidi 4re ha 3de klas Skolaj Ar Pevar Avel eus Lanneur (kelenner Fañch Oger) o doa c’hoariet ur pezh skrivet gant Yann-Edern Jourdan hag a oa deuet er skol evit o harpañ.
  • Skolajidi 5vet ha 3de klas Skolaj Menez Are eus Plouneour-Menez (kelennerez Gwenn Ropars) o doa c’hoariet sketchoù.
  • Hag evit echuiñ hon eus bet ar blijadur da zegemer liseidi Diwan Karaez deuet da c’hoari goude un hir a droiad e Breizh oc’h abadenn "Ar Bleiz" (Fontanella) ambrouget gant o c’helenner Lomig Bosser An-Dren.

Buhezet e oa bet an Devezh gant Yann-Edern Jourdan eus kompagnunezh Madarjeu evit goulennata ha reiñ ar gaoz d’ar gomedianed ha d’an arvestourien.

A-benn bloaz neuze !!