Prantad 3 La Comparsa

Re yaouank LA OBRA e Bro Italia
D’ar 26 a viz Ebrel a oa aet kuit da Bolonia ur strollad 8 den yaouank brezhoneger eus Lise Diwan evit kemer perzh en trede prantad La Comparsa.
La Comparsa zo un eskemm etrevroadel skasoù, sirk ha c’hoariva kenaozet gant La Obra (Breizh), Oltre Asociazione (Italia) ha Jugenkulturarbeit (Alamagn).

Barrek e vint neuze d’an 29 ha 30 a viz Ebrel evit kemer perzh e dibunadeg vras Gouel ar Soubenn e kêr Bolonia.

Tro hor bo da welout anezho ivez (hag eus a-bell sur a-walc’h !!) e-kerzh ar Redadeg.