Ur 15 bennak a dud a oa deuet evit divouedañ e benn e Landelo d’an 21-22 a viz Du. Goude bezañ degaset da soñj da izili C’hoariva palioù pennañ ar rouedad (Liammañ, Brudañ, Treuzkas, Diorren) eo bet lakaet ar gaoz war dazont ar c’hoariva.
D’ar Sadorn d’endervezh e oa deuet Francis Favereau evit ur brezegenn diwar-benn istor ar c’hoariva e Breizh. Peadra evit ar strolladoù da lakaat o fleustr en istor bras ar c’hoariva.
Céline Soun eus strollad La Obra he doa buhezet an dibenn sizhun. Labouret e oa bet a-stroll ha dre strolladoù bihan gant tresadennoù ha poelladennoù evit aesaat ha sklêrijennañ ar preder. Ezhommoù, c’hoantoù, mennozhioù a oa bet eztaolet gant an izili evit prientiñ ar bloavezhioù da zont.
Raktreset eo bet embann soñjoù ha divizoù ar strollad e-kerzh trimiziad kentañ 2016.
An dibenn sizhun-mañ a oa aozet gant sikour Rannvro Breizh ha Foñs Diorren ar Vuhez Kevredigezhel.