Raktresoù C’hoariva evit 2017

Un dek den bennaket a oa bodet e ti Sked evit an emvod meur.

Distroet omp war an oberoù savet ganeomp e 2016 ha savet hon eus ur poent war obererezhioù ar gevredigezh.

Un nebeut sifroù evit 2016 :

  • 18 strollad c’hoariva e Breizh
  • 81 abadenn kemennet war lec’hienn C’hoariva
  • Ur 500 den bennak komanantet d’al lizher kelaouiñ miziek (n’eo ket kalz met spi hon eus d’ober gwelloc’h e 2017).
  • 622 eurvezh graet e 21 skol gant tud a vicher evit tost 800 skoliad.
  • 120 perzhiad deus 6 skolaj o kemer perzh en devezh c’hoariva ar skolajidi ha nav fezh kinniget.
  • Ur Festival gant ouzhpenn 30 darvoud kinniget en o zouez 15 pezh-c’hoari disheñvel.
  • Hag ur bern emvodoù evit lakaat ar c’hoariva e brezhoneg da vont war-raok : Brastres yezh kuzul departamant Penn-ar-Bed, Emgavioù-rannvro ar brezhoneg, Kuzul Sevenadurel Breizh, Rouedad an amatourien evit sevel karta ar pleustroù mat…

Ha raktresoù evit 2017 :

  • Lakaat hor c’hreizenn dafar niverel da greskiñ.
  • Dastum testennoù c’hoariva evit ar yaouankiz evit o lakaat da bellgargañ war lec’hienn C’hoariva.
  • Stajoù evit an amatourien : stajoù digor d’an holl ha reoù all gouestlet da strolladoù ar rouedad (sikouret gant an DRAC).
  • Krouiñ ur galv raktresoù evit an amatourien gant kevelerezh Rannvro Breizh.
  • Sevel Devezh c’hoariva ar skolajidi ha heuliañ ar stignad Skol C’hoariva.
  • Klask aozañ un eskemm etre rannvroel war ar c’hoariva en ur yezh minorelaet.
  • Ha traoù all…

Ma emaoc’h dedennet evit kaout muioc’h a ditouroù : skrivit deomp.