Redet o deus evit ar brezhoneg

6 strollad c’hoariva o deus kemeret perzh e Redadeg 2018 : La Obra, Tro Didro, Mat ar Jeu, C’hoariva, Teatr Piba hag Ar Vro Bagan. Plijadur hon eus bet atav da gantren er vro evit ar c’hoariva.
Ar Redadeg a sikour ar c’hoariva : Teatr Piba, C’hoariva, Tro-Didro a oa bet yalc’hataet evit raktresoù zo gant an arc’hant rastellet. Gourc’hemennoù d’an aozerien.