Roud-Diroud

An istor a c’hoarvez e 2080. Beuzet eo mab-den gant ar berniad objedoù ha skeudennoù eus an amzer paseet. Ur skipailh tud o deus labouret evit mirout ar roudoù pouezusañ evit dazont mab-den e Mirdi ar Roud. Ar ribouladeg a grog dervezh digoradur ar Mirdi-se.
Ijinet ez eus bet ur ribouladeg arzel e brezhoneg evit arvesterien a gomz brezhoneg hag ar re na reont ket !

Dedennet oc’h ? Trugarez da lakaat hoc’h anv (da 11e pe da 3e) :
en ur skrivañ.
30 plas a vo evit pep eurvezh.
Padelezh: 35mn.