SISTUJ #1 abadenn nevez liseidi Diwan

Ar bloaz-mañ e oa bet ijinet gant al liseidi ur pezh-c’hoari diwar-benn ar plas lezet d’ar merc’hed en Istor.
Teir maouez, ha n’int ket brudet c’hoazh, a vo kontet o istor dre ur veaj en amzer dremenet.

TROIAD KENTAÑ evit redadeg komediane.ze.d Lise Diwan Karaez :

  • Lun 8 a viz Kerzu : Skol Diwan Lesneven, Skol Diwan ha Divaskell Plabenneg ha Skolaj Diwan Gwiseni,
  • Meurzh 9 a viz Kerzu e skol Divyezhek ha Diwan Plougerne, skol Divyezhek Brest ha skol Diwan Kerango e Brest,
  • D’ar Merc’her 10 a viz Kerzu 10e vo pedet ar strollad gant Sked da c’hoari e jiminas skol Diwan Kerango e-pad endervezh ha diouzh noz (priz dieub), an eurioù a zo da gadarnaat,
  • Yaou 11e a viz Kerzu e vo c’hoariet e skolaj Diwan ar Releg hag e skol ar Gwelmeur e Brest,
  • D’ar Gwener 12 e vo c’hoariet e skol Diwan Kommanna, e sal Sant-Ildut e Sizun hag e skol Diwan Landerne.

Gourc’hemennoù dezho ha plijadur d’an holl gant ar c’hoariva !