Ur staj evit :
• Dizoloiñ pe gouzout hiroc’h war an hentenn Stanislavski*.
• Deskiñ diskregiñ evit mont donig-donañ ac’hanomp ha (ad)kavout traoù bevet ganeomp, fromoù evit sevel hon tudenn ha c’hoari gwirion.
• Deskiñ an teknikoù hag o lakaat e pleustr.
• Implijout an hentenn Stanislavski e testennoù c’hoariva.
Konstantin Stanislavski*, rusiad (1863-1938), komedian, leurenner, kelenner war arz ar c’hoariva. Skrivet en deus daou levr embannet atav hiziv : "La formation de l’acteur" ha "La construction du personnage". Adkemeret eo bet e vennozhioù goude e varv evit krouiñ an Actors Studio.
Ar stummerez : Lleuwen Steffan, komedianez, kanerez a oa bet stummet e Central College (USA) war ar Stanislavski Method Acting.
D’ar Sadorn 29 ha Sul 30 a viz Gwengolo 2018
E sal "L’Atelier" e Lesneven (29)
Eurioù ar staj :
Sadorn : 10e30 - 6e noz
Sul : 9e30 - 5e noz
Evit lakaat ho anv :
Skrivit da C’hoariva
Pe bellgomzit deomp :
06 38 78 35 15
Arrezioù :
Da gas da urzh C’hoariva
13 straed Mikêl an Nobletz
29100 Douarnenez
Priz ar staj :
– 55€ an dibenn sizhun / 30€ arrez
– 45€ evit studierien pe dud dilabour / 20€ arrez
Ma n’och ket ezel eus C’hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C’hoariva e rankoc’h paeañ ar skodenn : 10€.
Da gas ganeoc’h : boued evit ar predoù (da rannañ gant ar stajidi all m’ho peus c’hoant).
Klask a reomp un dikoulm marc’hadmat evit an dud a chomo da gousket er vro.