Krouiñ ur pezhig-c’hoari skingomz
STAJ BUHEZET GANT :
Thomas Cloarec – Leurenniñ / Gwenole Peaudecerf – Son
PALIOÙ AR STAJ
- Deskiñ teknikoù ar c’hoari dirak ur mikro
- Tañva labour an trouziañ / krouiñ aergelc’h son
- Tañva labour teknik ar skingomz
- Krouiñ un abadennig c’hoariva evit ar skingomz
EVIT PIV ?
Tud dedennet gant ar c’hoariva, adalek 15 vloaz
DANVEZ LABOUR
AR C’HOARI
- Dizoloiñ ha c’hoari un destenn
- Termeniñ ar mennad hag an doareoù c’hoari
- Labourat war ar yezh hag ar vouezh
- Pleustriñ war ar c’horf evit bouetañ ar vouezh
KROUIÑ AR SON
- Penaos skeudennaouiñ an destenn
- Krouiñ an trouziañ hag ar sonerezh
- Deskiñ c’hoari dirak ur mikro
TEKNIKOÙ AR RADIO
- Dizoloiñ hag implij binviji an teknik
- Dizoloiñ ostilhoù niverel an urzhiataer evit krouiñ
MAT DA C’HOUZOUT :
- Devezhioù staj : Yaou 25 ha Gwener 26 a viz Here 2018
- Eurvezhioù staj : 10eur-1eur / 2eur-6eur
- Lec’h : Atalierioù Ti ar C’hoariva
- La maison du Théâtre - 12 rue Claude Goasdoué 29200 BREST
- Priz ar staj :
55€ an 2 zevezh / 30€ arrez
45€ evit studierien pe tud dilabour / 20€ arrez
Ma n’och ket ezel eus C’hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C’hoariva e rankoc’h paeañ ar skodenn : 10€ ar bloavezh
Aozet da geñver Festival Teatr Brezhonek gant : C’hoariva, Teatr Piba, ha Ti ar C’hoariva Brest
Evit gouzout hiroc’h ha lakaat ec’h anv mont e darempred gant C’hoariva pe 06 38 78 35 15