Staj : Arz ar Furlukin

Ur staj aozet gant strollad La Obra hag Emglev Bro Douarnenez.

Graet e vo anaoudegezh gant diazezoù arz ar furlukin : Piv eo ? Penaos eo gwisket ? Rankout a ra bezañ farsus ? Petra a lak an dud da c’hoarzhin ? Labouret e vo a-unan pe a strolladoù bihan goude bezañ tommaet ar c’horf ha goullonderet hor pennoù eus an dalc’hoù pemdeziek. Deuit evel m’oc’h, hep raksoñjoù par ma c’hellit !

Lec’h : Ti Charles Tillon e Douarnenez
Sadorn 24/10 : 2e-6e noz ha
Sul 25/10 : 10e30-5e30 noz.

Titouroù ha lakaat ec’h anv.