Staj : C’hoariva-Deskadurel gant Bernard Grosjean

Sadorn 15 ha Sul 16 a viz Kerzu 2018
Treglonou - An Oaled

STAJ C’HOARIVA-DESKADUREL : Ar c’hoariva, gant ar pal strollañ ha labourat diwar ul lusk harozel

  • Palioù
    • D’ar berzhidi gellet prederiañ diwar-benn o doare-labour pa vuhezont stal pe stal war ar c’hoariva
    • Kavout spisverkoù evit buheziñ ur stal gant ar pal strollañ
    • Prederiañ war al labour a c’hellomp kinnig ha peseurt raktres sevel hervez an dud a gemero perzh, natur ar raktres hag ar pad anezhañ.
    • Drusaat ar roll-skridoù
  • Hentenn labour
    E-kerzh ar staj e vezo prantadoù teorikel, eskemmoù, preder war an doareoù d’ober, hag ar penaos e vezo kinniget ar c’hoari diwar ar skridoù implijet.
  • Boued al labour
    • Ar c’hoariva evel ur c’hoari
    • Reolennoù c’hoari ur stal-c’hoariva
    • Ar c’hor hag ar sekred
    • Ar c’hoariva-skeudenn
    • Ar jeu hag al lidoù
    • An tudennoù
    • petra c’hoarvez en drama
    • Krennañ skridoù
  • Bernard Grosjean
    • Skoazeller Augusto Boal etre 1980 ha 1987 en Théâtre de l’Opprimé e Pariz
    • Rener kompagnunezh Entrées de jeu (Pariz) : c’hoariva emellañ ha breud-c’hoariva
    • Kelenner e Ensavadur Studioù ar c’hoariva e Pariz evel den a-vicher evit aotreegezh vicherel sterniañ stalioù c’hoariva. Stummer war pedagogiezh an obererezhioù dramaek e meur a akademiezh hag e meur a skol war ar c’hoariva.
    • Oberour Dramaturgies de l’atelier théâtre (Lansman, 2009), ha gant Chantal DULIBINE, kenoberour Coups de théâtre en classe entière (réédition Lansman , 2018) ha Dramaturgies de l’atelier théâtre 2 : Aux bonheurs des petites formes (Lansman 2018)
  • Titouroù pleustrek :
    • Staj aozet gant C’hoariva hag ar strollad Madarjeu
    • Eurioù ar staj :
      • Sadorn : 10e-12e30 / 1e45-6e00 noz
      • Sul : 9e30-12e30 / 1e45-4e30 g.m.
    • Priz ar staj : 40€ an daou zervezh + 10€ skodenn evit ar re n’int ket ezel eus C’hoariva (pe n’int ket ezel eus ur strollad ezel eus C’hoariva)
    • Chom da gousket war al lec’h ’vo moaien d’ober. Ret e vo mirout ur gwele : 19€ an nozvezhiad.
    • Skinforn evit adtommañ ar boued.
    • Lakaat an anv : skrivañ da C’hoariva pe dre bellgomz : 06 38 78 35 15