Heuliañ ur staj c’hoariva e-kerzh vakañsoù an diskar-amzer ?
Tu vo gant strollad Ar Vro Bagan !
Staj e brezhoneg gouestlet d’ar vugale etre 6 ha 14 bloaz war 4 devezh.
Ar programm : deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familhoù, mignoned…).
Lun 20, Meurzh 21, Yaou 23, Gwener 24 a viz Here
- E brezhoneg : 10e30-12e
- E galleg : 14e-15e30
Titouroù hag enskrivadurioù
Postel
Pellgomz : 02 98 04 50 06
Ur staj all gant Ti ar Vro Kemper !!
Staj c’hoariva evit ar re yaouank kaset gant Bleuenn Raynaudon (Strollad la Obra)
Ar staj a zo digor d’ar vrezhonegerien yaouank etre 8 ha 12 vloaz.
D’ar Merc’her 22 a viz Here betek ar Gwener 24 a viz Here 2025
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Ur pezhig-c’hoari a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned, amezeien…) e fin ar staj. Plijadur e-leizh !
Postel
Pellgomz : 02 98 90 70 43
Daoù staj evit dizoloiñ ar c’hoariva e brezhoneg, aozet gant Ti ar Vro - l’Ôté e Sant-Brieg
D’ar 25 ha d’ar 26 a viz Here
10e-12e evit ar vugale (6-12 vloaz)
2e-4e g.m evit an dud deuet / ar grennarded
Sant-Brieg - Ti ar Vro
Priz : 20€
Enskrivadurioù a-raok an 23 a viz Here.
Deuit da zizoloiñ bed ar c’haoriva gant Michel Seib eus Compagnie de Poche ! Un digarez mat da dañva ha deskiñ diazezoù ar 6vet arz. An abadenn a vo e brezhoneg penn da benn neuze eo kentoc’h evit brezhonegerien pe dud o teskiñ ar yezh da nebeutañ.
Postel
Pellgomz : 02 96 77 31 91















