Staj : Krouiñ un dudenn

Aozañ e dudenn a zo ur bazenn a-bouez bras e doare ober an aktour.
O kemer harp war destennoù berr e vo arnodet al labour treuzfurmiñ a raio deomp mont da dudennoù a bep seurt : penaos e fiñvont, e komzont, e reaktont. Ur voestad binviji eus ar resisañ a vo implijet evit harpañ ac’hanomp.
An emdroadur-se a ginnig Etienne da anavezout e-kerzh an devezh kentañ-mañ gouestlet d’an dudenn.

Ur staj savet e kevelerezh gant : Raok (da-geñver mizvezh ar brezhoneg), Leurenn Glenmor ha C’hoariva, gant sikour DRAC Breizh.

Sadorn 23/03/2024
10e-5e g.m. e Leurenn Glenmor e Karaez (Sal ar c’hlub).
Priz : 40€ / 30€ (tud dilabour, studierien)

Titouroù ha lakaat ec’h anv : C’hoariva
pe dre bgz : 06 38 78 35 15

Diwar-benn Etienne Siberil : Krog e oa Etienne gant ar c’hoariva e Skol-Veur Brest. Goude en deus heuliet ur stummadur war mezegiezh Sina ha war an nadoz wanerezh.
‘Benn ar fin, dre studiañ ar c’horf hag e vod da ezteurel an traoù, en doa graet e soñj Étienne mont en dro war al leurenn. War stummañ ez eas e Skol Arz an Teatr e Sant-Brieg. Daou vloaz war-lerc’h e oa degemeret e Skol Teatr Etrevroel Jacques Lecoq, e Pariz. Diplomet ‘oa deut ’maez ar skol e miz Even 2019.
Diwar-vremañ e kinnig ar skiant en deus prenet eno d’an dud a faot dezho krouiñ war al leurenn, dre sikour anezho, dre o skoazellañ en ul labourat pizh war ar c’horf, al lusk hag ar mod d’en em gavet en ul lec’h bennak.