Tro ho po e-pad an devezh staj-mañ da zizoleiñ bed ar sirk hag al luskad dre vras !
Ul lodenn deknikel a vo diouzh ar mintin war diazezoù an dilerc’hiadennoù war al leur hag ar c’hempouez war ar pevar harp.
Ul lodenn dañs/luskad a vo goude kreisteiz gant poelladennoù prim aozañ ha krouiñ diwar al luskad !
Galaad Sanson a zo un arzour hag a zo o teskiñ brezhoneg er mare-mañ.
E Plougerne, d’an 18 a viz Ebrel,
9e30-12e30 / 2e-5e e ti Ar Vro Bagan, 95 Hellez Tosta.
Grit buan evit lakaat hoc’h anv : enskrivadurioù betek an 11/04.
Pemzek stajiad d’ar muiañ a vo degemeret.
Deuit da zizoleiñ penaos lakaat ho korf da gontañ un istor !















