Staj arzoù ar sirk

En em enskrivañ diouzh ret (niver rik a blasoù)
Deuit da dremen ur mare plijus evit dizoloiñ arzoù ar sirk e brezhoneg !
Deuit da zizoloiñ bed ha burzhud ar sirk e-pad ur prantad staj da vare vakañsoù miz Ebrel !
Asambles e vo graet troioù-ouesk, koad ha lienn-nij, bannikat...
Dre ar c’hoari hag al levenez, evel-just !
Ur staj lusket e brezhoneg gant Fiona Pierret a labour er gevredigezh Cirque à Léon.

Da gas evit ar staj :
Dilhadoù soubl
Ur voutailhad dour

Titouroù pleustrek :
Eus ar Yaou 10 d’ar Gwener 11 a viz Ebrel 2025
Lec’h : Ti ar Sirk Balles à Fond - 11 Straed ar Maine 29000 Kemper
Oad hag eurioù : 4/6 vloaz : 10e mintin > kreisteiz | 7/12 vloaz : 1e1/2 g-m > 4e1/2 g-m
Priz : 35€
Atalier lusket e brezhoneg

Enskrivadur dre ret da Ti ar Vro Kemper (niver rik a blasoù)
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 |
clelia@tiarvro-kemper.bzh