Staj c’hoariva Commedia dell’arte

Ar "gommedia" a zo ur stumm c’hoariva a zeu eus Italia da vare an Azginivelezh.
Pal an doare c’hoari-se a oa sachan prim evezh arvesterien hag a veze atav en diavaez, e-touez safar ar foarioù.
Un doare c’hoariva war ar prim eo hag a c’houlenn gant an nen bezan gant e jeu ha bepred prest da reaktiñ.
Gant ar maskloù an hini eo deuet he brud. Met dougen ur maskl ne servij da netra ma ne zeu ket ar c’homedian da vezan e vaskl. Neuze o deus ar gomedianed da wiskañ penn-da-benn o zudennoù. Ar c’horf en deus da vont da heul, evel ar vouezh, ar jestraouin, ar maskl an hini eo a ren betek an doare da fiñval !
Ar staj-mañ a vo un tañva, ur paz davet arz meur an dermajied hag a grou war ar prim diwar steuñvennoù berr, plegennoù kodifiet a-walc’h.
Ar gommedia a zo ul liamm didroidell ouzh anien an den. Al loen a zo ennañ, e ezhommoù hag e blegoù-natur diazez : evañ, debriñ, kousk, en em barañ, treuzvevañ, mont da vestr ha/pe en dennan gwellañ ma c’hell.
Emaomp gant gwirvoud an ampoent, kriz, hep morse bezañ gros pe dizoare rak ar maskl a zegas farouellerezh ha goaperezh. D’ar gomedianed da glask ar maskl evit kavout an dachenn a zenelezh a vez kinniget gant ar gommedia.
Studiañ a raimp asambles an nerzh hag ar perzhioù dibar a ro buhez da bep hini eus an arketipou-se.
Gwelet e vo goude penaos enkorfan anezho e-skeud prim c’hoariadennoù a bep seurt.
Bec’h d’ar maskloù !

  • D’ar Sadorn 18/11 etre 10e ha 6e15 noz ha d’ar Sul 19/11 etre 9h ha 4e45
  • Ar staj-mañ a vo dalc’het e Jit Straed ar Skol e Sant-Kadoù (29), ul lec’h degemerus ha c’hwek. Fardañ boued ha kousk war al lec’h a vo posubl (20€ an nozvezh).
  • Titouroù hag enskrivadurioù : C’hoariva