Chom a ra un nebeud plasoù evit ur raktres nevez gall-alaman-tunizian-aljerian “Mouezhioù a bep seurt“. Poent eo lakat da anv!
Ar sizhunvezh kentañ vo eus an 31 a viz Here d’ar 7 a viz Du e Tunizia. Un nebeud plasoù a chom c’hoazh!
Digor eo ar c’hamp evit tud yaouank eus Breizh etre 18 ha 25 bloaz – dreist-holl brezhoneger·ien·ezed (n’eus ket ezhomm da vezañ divyezhek!) ha/pe tud yaouank o chom e Breizh.
Ar raktres a vodo tud yaouank eus Breizh, Alamagn (tud Sorb), Aljeria (tud Kabil) ha Tunizia (tud Amazig). Eskemm a rimp war ar pezh a vevomp e-giz yaouankizoù minorelaet en hor broioù.
E-kerzh lodenn gentañ ar raktres e Tunizia gant ur boblañs Amazigh bras e vo komzet eus hêrezh an trevadennerezh e Tunizia hag en Aljeria, an identelezh sevenadurel, ha temoù evel an divroañ hag an digaezhadur. Ar c’hoariva a vo un doare da gomz diwar an darvoudoù-se.
Eil lodenn ar raktres a vo e-kerzh an hañv 2027 e Breizh hag e Luzatia (Alamagn). Echuiñ a raio ar raktres gant krouidigezh ur video a ziskouez ur pezh-c’hoari savet a-stroll.
Heuliet e vez ar strollad gant unan pe zaou/ziv animatour·ez etresevenadurel eus pep bro hag a ginnigo troidigezhioù e galleg, alamaneg hag arabeg.
Titouroù hag enskrivadur : strolladobra@gmail.com / +33 6 41 31 84 17
Prizioù : etre 275 € ha 400 € hervez ar c’hosiant familh*
*hervez prizioù an tikedoù-nij e-pad an enskrivadur - kelaouiñ a raimp ac’hanoc’h diwar-benn cheñchamantoù.















