Staj c’hoariva e brezhoneg

Ur staj evit an deraouidi pe an dud ampart kinniget da-geñver Festival Yaouank.
Ur staj aozet gant kevelerezh Skeudenn Bro-Roazhon, an ADEC35-Ti ar C’hoariva departamant an Il-ha-Gwilen ha C’hoariva.

Un devezh gouestlet d’ar c’hoariva, un nebeud eurvezhioù asambles evit mont war leurenn da c’hoari e brezhoneg. Pleustret e vo war ziazezoù ar c’hoariva en un aergelc’h distenn.

D’ar Sul 12 a viz Du etre 10e ha 5e noz.
Da raktresañ : dilhad (tomm) ha botoù gwevn, boued evit kreisteiz.

Enskrivadurioù : ADEC-Ti ar C’hoariva pe C’hoariva