Staj c’hoariva evit ar grennarded

Ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar grennarded e Ti ar Vro Gwengamp.
Pemp endervezh staj e sizhunvezh kentañ vakañsoù an diskar-amzer.
Danvez ar staj a vo pleustriñ war ar c’hoariva korfel gant ar pal kinnig ur stumm c’hoariva bihan, awenet gant oberennoù Anjela Duval ha Youenn Gwernig, evit fin ar sizhunvezh staj.

Ar staj a vo dalc’het etre al Lun 24/10 betek ar Gwener 28/10.
Eurvezhioù ar staj : 1e30 - 4e30
Priz : 50€ ar 15 eurvezh staj.
Titouroù hag enskrivadurioù : amañ
pe dre bellgomz : 02 98 44 27 88.