Staj c’hoariva evit ar yaouankiz

Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho eus strollad La Obra, eus ar Merc’her 23 a viz Here d’ar Gwener 25 a viz Here 2024, e Ti ar Vro Kemper.
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Ur stummig c’hoariva a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned, amezeien…) e fin ar staj. Plijadur e-leizh !
Digor eo ar staj-se d’ar vrezhonegerien yaouank etre 6 ha 12 vloaz.

Priz : 50€
Mont e darempred gant Ti ar Vro Kemper.
Tel. : 02 98 90 70 43