Staj kentañ "Va yezh a garan rak…"

D’an 22-23 a viz Genver e oa, 9 c’homedian amatour hag ur stummer evit labourat war c’heur an teatr ha treuzkas mouezh ar bobl, treuzkas gerioù, soñjoù hag oa bet fiziet en C’hoariva gant tud zo e-kerzh ar galv da skrivañ "Va yezh a garan rak…". Spi en deus ar strollad berrbad da c’hallout kinnig disoc’h al labour-mañ e-kreiz miz Mae e straedoù Breizh. E-pad tremen ar Redadeg marteze ?