Stajoù sirk e brezhoneg ’vo kinniget gant Sirk a Leon ha Balles à Fond e-pad vakañsoù Pask !
An holl ditouroù :
- D’an 13 hag ar 14 a viz Ebrel e vo kinniget ur staj evit ar re 6-12 vloaz er C’harrez Hud e Lannuon.
- D’ar 16 ha d’ar 17 a viz Ebrel, e Ti ar sirk Balles à Fond e Kemper (aozet gant Ti ar Vro Kemper).
- D’ar 24 a viz Ebrel e vo kinniget ur staj evit ar vugale adalek 6 vloaz er Sal Kerjezekel e Lesneven.
Petra ’vo da gas ?
- Dilhadoù evit ober sport hep serr-prim
- Traoù da zebriñ evit kreisteiz. Ur pik-nik ’vo graet asambles.
- Na zisoñjit ket an dour !
Evit an enskrivadurioù, kit war al lec’hiennoù staget amañ dindan :
Enskrivadur Lannuon
Enskrivadur Kemper
Enskrivadur Lesneven















