Vakañsoù : Stal tud yaouank

PENN SARDIN AKADEMI - ATALIER FURLUKIN E BREZHONEG
Evel ar bloaz paset, un atalier c’hoariva war hent ar furlukin a vo kinniget gant strollad La Obra. Kaset e vo an atalier-se gant an div gomedianez Tifenn Linéatte ha Belén Riquelme.
Un digarez da gejañ gant tud all, lakaat hor c’horfoù hag hor mouezhioù da fraoñval ha fiñval, c’hoari war ar prim a stroll ha c’hoarzhin : sur eo ha n’eo ket marteze !

Titouroù pleustrek :

Oad : 7 – 14 vloaz
Priz an atalier : 30€
Gwener 27 a viz Here : 10:00 – 16:00
Sal Paul Eluard – Tréboul – Douarnenez

Evit lakaat ho anv :
postel
Pgz : 07 83 88 75 57