Stalioù c’hoariva 2021-2022

Stalieroù c’hoariva distro-skol 2021 :

E Penn-ar-Bed :

  • BREST - Gant SKED
    An obererezh-se a zo evit ar re a zo gant ar c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg: d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
    Ur chañs ivez d’ober un taol esa evit war-lerc’h enframmañ unan eus ar strollad c’hoariva e Breizh pe c’hoazh en em brientiñ evit ur gaozeadenn er skinwel pe er radio…
    Ouzh renerezh Bob Simon, komedian a-vicher.
    Bep Lun da 6e30 da di ar c’hevredigezhioù e Brest.
    Lakaat e anv : SKED
  • MONTROULEZ - Gant KLT
    An obererezh-se a zo evit ar re a zo gant ar c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg: d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
    Ouzh renerezh Bob Simon, komedian a-vicher.
    Bep Meurzh da 6e d’abardaez e Sant-Sev.
    Lakaat e anv : KLT
  • PLOUGERNE - Gant Ar Vro Bagan
    C’hoariva e brezhoneg
    Bep Merc’her da 6e30 - Adkroget e vo d’ar 06/10
    Pegement eo : 45 euro + skodenn 18 euro
    Lakaat e anv : Ar Vro Bagan pe 02 98 04 50 06

E Liger-Atlantel

  • SANT-ERVLAN gant Kentelioù an Noz
    Ur wech bep sizhun, strollad c’hoariva Joyi en em gav a-benn ober c’hoariva e brezhoneg. Ar strollad-mañ a zo emren hag a labour war raktresoù liesseurt a-hed ar bloaz.
    Lec’h hag eur : Sal Pablo Neruda e Sant-Ervlan bep Yaou noz etre 8e ha 9e30
    Kregiñ a raio en-dro ar stal c’hoariva d’ar Yaou 7 a viz Here 2021 !
    Priz : 35€ ar bloaz
    Goulenn a ra an tiez-kêr ur pass yec’hedel evit mont tre er salioù. Dav e vo deoc’h kaout unan ar bloaz-mañ evit mont tre neuze.
    Lakaat e anv : KaN

Er Morbihan

  • AN ALRE - Gant Kerlenn Sten Kidna
    Nevitez vras : un atalier c’hoariva evit ar re vras bep Merc’her d’an noz, kinniget get Solen Piriou hag a zo bet é teskiñ get Strollad ar Vro Bagan, bet krouet er blez 1973 ha strollad brudetañ Breizh !
    « Sketchoù a vo lakaet e plas, un dra a-feson evit gober liammoù etre ar c’hentelioù hag ar pleustriñ dre ar c’hoariva. Ezteurel santimantoù hag ivez lakaat e vemoar da labourat, en em lec’hiañ, kemer fiziañs dirak tud dre sketchoù, barzhonegoù ha sonennoù, get ar pal kinnig un arvest e fin ar blezad evel frouezh ar labour bet kaset durant ar blezad. » a resisa Solen Piriou.
    Bep Merc’her etre 8e ha 9e30 noz
    Lakaat e anv : Kerlenn Sten Kidna
    Pgz : 02 97 29 16 58