Strollad Fubudennig o pleustriñ en dro

Goude c’hwech abadenn (peder evit ar re zeuet, div evit ar vugale) ar strollad Fubudennig a zihun goude an enkadenn yec’hedel...
Goude "Avalou Vleago" e 2017/2018, ha "Tropellad Korriganed" e 2018/2019, bodet e oa bet pevar aktour.ez tro-dro d’ur raktres anvet "Prinsez.ig".
Ar pezh a oa bet skrivet, gant skiant-prenet pep hini ar re yaouank (etre ar CM2 hag an trede) : piv eo ur briñsez evito ? Hag an istorioù a vez kontet ... Kontadennoù hengounel ? Prinsezed Walt Disney ? Barbies ?
Ul labour dedennus, ul leurenniñ graet asambles gant Fanny Chauffin, betek ma teufe Paskal Cariou da sikour ar strollad.
Un taol-esae a vefe graet er skolioù e penn kentañ miz Gouere, goude an DNB tremenet gant ar re a zo e Trede Klas.
Ha goude troiad a-raok Nedeleg, ma vo solud ha prest pep tra.