Tremenidi an tour tan

Deuit da zizoloiñ istor tour-tan enez Werc’h ! Enez Werc’h – Plougerne (e galleg, gant un tammig brezhoneg).

D’an 10/09 - Loc’hañ da 13e30 (gant ar vag) PORZH AN ABER-AC’H, LANDEDA / Abadenn da 14e /
Padelezh : 1e15

E 1900 e tremen an istor. Emaer o sevel an tour-tan bras abaoe 1897. Deuet eo Janig ar Gofig – kazetennerez e kelaouenn an Depech – da sellet ouzh al labourioù evit skrivañ ur pennad en he c’hazetenn. Heñchet eo gant Jean Cazes, diwaller an tour-tan bihan abaoe 36 vloaz. En ur vont dre an enezenn e kont an istor anezhi. Gwelet e vez komedianed o c’hoari an istor-se : ar gouent savet gant breudeur Sant Frañsez anvet Kordennerien er XVvet kantved, labourioù Vauban evit difenn an aochoù a-enep ar saozon, an Dispac’h bras, an tour-tan bihan savet e 1845, labour ar vezhinaerien, ar besketaerien ha dreist-holl al labourioù bras evit sevel an tour-tan bras a vo echu e 1902.

Titouroù ha mirout plasoù :
TI AN DOURISTED BRO AN ABERIOU - 02 98 04 05 43

PRIZ : 25€ Tud deuet
15€ : dindan 13 vloaz
Hep an dreizhadenn : 15€

Dielloù an deiziataer

Mont e darempred :